Gwechall-gozh, e kêr Lokournan-Leon, e oa un ti e-lec'h ma veze gwerzhet o c'horf gant merc'hed divergont.
Er straed-se, e oar kroget gant labourioù adkempenn an hent ha daou gantonier a oa o reiñ bronn d'ar bal pa 'n em gavas ur « rabbin » az eas war-zu an ti gwallvrudet-se hag ar beleg yuzev da zont tre. Gwelet e oa bet gant an daou gantonier hag an eil da lâret d'egile :
« Gwelet a rez, me 'ouie e oa bet lazhet Jezuz gant ar yuzevien, met memes tra ! Ur rabbin en ur vordel ! Ma n'eo ket ur vezh ! »
Un hantereur goude, ez eo un « imam » a deu tre en ti ivez...
« Alato ! Gwelet 'peus Fañch ? Un imam bremañ ! Ma, ar vuzulmaned n'int ket lakaet diaes kennebeut ! »
Un eurvezh diwezhatoc'h, ez eo tro ur pastor anglikan da zont tre en ti.
« Gast ! Fañch ! Hag ar brotestanted bremañ ! N'eus tamm moral ken ! »
A-benn ar fin, ur person gant e soutanenn, e levr oferenn gantañ en e zorn, en em gav, a-rez d'ar mogerioù, hag a-greiz-holl, e teu tre en ti. Setu ma 'z eo estonet-mik hon daou gantonier. Goude bezañ bet chomet dilavar o-daou, an eil a lâr d'egile :
« Fañch ! 'M eus aon, ez eus marvet unan bennak en ti... »